Roazhon war-zu ar brezhonekadur… Evit gwir ?

Une fois n’est pas coutume, nous publions aujourd’hui un billet en breton sur le blog. La traduction en français se trouve plus bas.

Trouz a ra Frédéric de Saint-Sernin abaoe e zistro ‘giz prezidant ar c’hlub. Gantañ ar c’hoant adlakaat Breizh e-kreiz an tabut. Souezhus evit ur paotr ganet e Reims er bloavezh 1958, lañset da gentañ war hent ar politikerezh. Stag ouzh an UMP, tost ouzh Jacques Chirac ha François Pinault, tapout a reas plas Emmanuel Cueff e 2006. Goude kudennoù yec’hed ha bezañ laosket e blas da bPatrick Le Lay, e dapas e bost en dro a-raok an hañvezh 2012. Ur brezegenn disheñvel, embann a ra e soñj, reiñ en dro livioù Breizh da Roazhon… Neuze, strategiezh darempred liped mat pe youl ar c’henlodenner pennañ ?

Goude kudennoù kalon e tilez F2SS e blas. Diouzh goulenn ar c’henlodenner pennañ e erru Patrick Le Lay, ha brav e seblante an taol. 20 vloaz e penn TF1, diorroadur TV Breizh… Skiant prennet ha maestr war an darempredoù gant ar mediaoù. Siwazh, buan e tro fall an traoù. Goapaet war-lerc’h e v«Barka», a chom brudet hiziv c’hoazh, ne teuas morse a-benn da gavout e blas e penn an «embregerezh», evel ma blije dezhañ lâret.

Disouezhenn Quevilly a vo bet c’hwitadenn ziwezhañ paotr Sant-Brieg… Oust ! War-lerc’h meur a drouz ec’h erruas daou zen e penn an traoù. Jacques Delanöe ha… Frédéric de Saint-Sernin, brudet mat war bord ar Gwilen. O atersadenn gentañ a voe sklaer, «bezañ honest ha direbech», gant un nebeud lezennoù buhez evit ar c’hoarierien. Heuliet voe ar c’homzoù gant ar fedoù, lakaet a-gostez M’vila ha Mavinga war-lec’h o zamm gouel ‘kostez Pariz. Merket poentoù gant an den.

Diwar urzhioù Pinault ?

Poent bras ar program. «Breizhekadur» ar c’hlub. Kentañ tra, disammañ an harperien. Astennet e vo kevrad Romain Danze, ar «penn sardin», skeudenn Breizhad skipailh. Daoust da se, «ne cheñcho ket ar fed bezañ breton pe get» en tutañ (Resisomp, ‘n eus ken tri breton er skipailh : Danze, Theophile, Féret). Ouzhpenn al lezennoù lakaet e pleustr, e tispleg ar Prezidant e rank ar Roazhoniz «’n em anavezout Breizhad». Gant ur skouer pleustrek, «An deiz all e oan o komz gant Kana-Biyik (difenner kreiz a vro Gameroun), displeget ‘m eus dezhañ e oamp bretoned, padal n’omp ket, met ‘omp deuet da vezañ… […] Em spered, e teuer da vezañ breton pa c’hoarier er greizenn stummañ. An idantelezh-se a ranker adkavout, rak amañ, e Roazhon, ne c’hoarzher ket gant Breizh. Embann a ran kement-se padal ne ‘m eus netra breton.». Sklaer. Souezhus eus perzh paotr ar Marne. Just a-walc’h, daoust ha n’emañ ket Saint-Sernin o klask echuiñ al labour kroget Al Lay ?

Diomp pelloc’h. Pevarzek bloaz ‘zo bremañ eo bet adprennet ar c’hlub gant François Pinault, unan eus tud pinvidikañ Stad C’hall. Koulskoude, n’eo ket ken poblek Roazhon hiziv an deiz evel ma c’helle bezañ e dibenn an XXvet kantved. Gwelet eo bremañ muioc’h bourc’hiz, e-keñver skipailhoù ‘giz Brest pe Gwengamp, da skouer. Ar skeudenn roet er mediaoù, da laret hini ur skipailh troet war an nerzh muioc’h eget war an teknik ‘n eus ket sikouret ken nebeud, pa keñverier gant «bravder» c’hoari Merluzed An Oriant… Gallout a reer soñjal ne blij ket tamm ebet ar skeudenn-se da bPinault, hag a chom dedennetoc’h eget ma c’heller soñjal, chomet gantañ skeudennoù an div gib e 1965 hag 71. Gouzout a ouie mat-tre al labour graet evit ar brezhoneg gant Al Lay (TV Breizh hag all…). Lakaat ar Bro Gozh a-raok ar c’hrogadoù a ‘z ae war an tu-mañ, reiñ un anv brezhoneg d’al loen-arouz Erminig ivez… Goude ar c’hwitadenn-se, hag he deus padet daou vloaz memestra!, e tivizas ar «boss» gervel en dro Saint-Sernin, ur mignon, ha gantañ ur brud mat…

Ur pal : Unaniñ ar Vretoned a-dreñv skipailh kerbenn Breizh, evel a-raok. Da gentañ, mirout Danze, kabiten ha tost ouzh an harperien. Da eil, staliañ ur politikerezh digor d’an holl. Da drede, stummañ c’hoarierien desket ha kizidik ouzh Roazhon. Dre ma eo F2SS ur politikour desket, e voe an den mat evit kas da benn kement-mañ.

Komzoù iskis ar prezidant war anv ar parkva a zo ‘vont war tu-mañ. «Stad Breizh» e plas «Stad Hent An Oriant», tost ouzh kalon pep harper. Arabat mont re bell ganti, ne cheñcho ket statud skipailh Breizh Uhel ken buan ha se… Ar «ramdam» ‘n eus heuliet ar frazenn se («Kinnig a ran Stad Breizh, rak ezhomm hon eus stagañ Roazhon ouzh Breizh… Hiziv an deiz e toug ar parkva anv ker An Oriant. Kavout a rit-se reizh ?») a ziskouezh n’eo ket gounezet an traoù c’hoazh. Tost omp da grediñ eo youl Pinault lakaat Breizh e-kreiz an tabud e Roazhon, pe neuze lakaat Roazhon e-kreiz an tabud e Breizh. Dav eo lakaat ar re yaouank da huchal evit an SRFC, evel a-raok, e plas laoskel anezho gant skipailhoù GLT (Gwened, Leon, Treger : An Oriant; Brest; Gwengamp).

Ha daoust hag e kerzho ? ‘N eus ‘met an amzer a roio ur respont, met ar fed bezañ bet lakaet a-gostez M’vila ha Mavinga a zo bet lakaet war-raok gant an holl. Frouezhus eo bet ar mizioù kentañ ‘vit rennad Frederic Saint-Sernin «2.0», gant ma kendalc’ho ‘vel-se…, dindan daoulagad spiz ar patron…

Mont a ra Roazhon war-zu ar breizhekadur. Hag a-benn nebeud war hent ar brezhonekadur ?

 

Rennes sur la voie de la bretonnisation… Vraiment ?

Frédéric de Saint-Sernin se fait entendre depuis son retour en tant que président du Stade Rennais. Avec une idée, remettre la Bretagne au milieu des débats. Etonnant, pour un homme né à Reims en 1958, qui s’est d’abord lancé en politique. Carté à l’UMP, proche de Jacques Chirac et François Pinault, il prit la place d’Emmanuel Cueff en 2006. Après quelques ennuis de santé, il céda son poste à Patrick Le Lay, mais le reprit au printemps 2012. Avec un discours différent, il affiche sa volonté de redonner à Rennes les couleurs de la Bretagne. Stratégie de communication bien huilée ou volonté de l’actionnaire principal ?

Après des problèmes cardiaques, Frédéric de Saint-Sernin cède sa place. Patrick Le Lay arrive à la demande de l’actionnaire principal. Et tout semblait parfait. 20 ans à la tête de TF1, développement de TV Breizh. De l’expérience et fin connaisseur des relations médias. Malheureusement, les choses tournèrent très vite dans le mauvais sens. Moqué après son « barka » qui reste connu encore aujourd’hui, il n’arriva jamais à s’imposer à la tête de l' »entreprise », comme il aimait l’appeler.

La désillusion de Quevilly fut celle de trop, pour le Briochin… Oust ! Après plusieurs rumeurs, deux hommes arrivent. Jacques Delanoë et… Frédéric de Saint-Sernin, bien connu sur les bords de la Vilaine. Le discours est clair, « être honnete et irréprochable », avec une charte de bonne conduite instaurée. Les paroles furent suivies des actes avec la mise à l’écart de M’vila et Mavinga. Ils marquent des points.

L’influence de(s) Pinault… ?

Autre grand point du programme, la « bretonnisation » du club. Première chose, rassurer les supporters. Romain Danzé, le « penn sardin », restera. Malgré ça, le fait d’être breton « n’influencera pas dans les choix de recrutement » (précisons qu’il n’y a que trois Bretons dans l’équipe, Danzé, Féret, Théophile-Catherine). En plus des règles mises en place, le président explique que Rennes doit « s’identifier breton ». Avec un exemple précis : « L’autre jour, je discutais avec Jean-Armel Kana-Biyik, je l’ai persuadé que lui et moi étions bretons, alors que nous ne le sommes pas, mais que nous le sommes devenus », illustre le dirigeant rennais, avant d’étendre son raisonnement. « Dans mon esprit, on devient breton quand on intègre notre centre de formation. C’est cette identité qu’il faut retrouver car, ici, à Rennes, la Bretagne, on ne plaisante pas avec ça. Je le dis d’autant plus que je n’ai rien de breton ». Ça a le mérite d’être clair. Mais étonnant pour l’homme de la Marne. Justement, n’est-il pas en train de continuer le travail commencé par Le Lay ?

Allons plus loin. Cela fait maintenant quatorze ans que le club fut racheté par François Pinault, un des hommes les plus riches de France. Pourtant, le club n’est pas aussi populaire qu’il pouvait l’être à la fin du XXe siècle. On le voit plus bourgeois, à l’inverse de clubs comme Brest ou Guingamp. L’image qu’on lui donne dans les médias, à savoir celle d’une équipe plus physique, même de « bourrins », plutôt que technique, n’a pas aidé non plus, en comparant avec la « beauté » du jeu lorientais. On peut penser que Pinault, qui n’est pas si désintéressé qu’il veut le laisser croire, et qui se souvient encore des liesses populaires après les victoires de 1965 et 1971, n’aime pas ça du tout. Il connaissait très bien le travail fait par Le Lay pour le Breton (TV Breizh, etc.). Mettre le Bro Gozh avant les matchs allait dans ce sens, donner un nom breton à la mascotte Erminig aussi. Après cet échec – qui durera deux ans tout de même ! -, il décida de rappeler Frédéric de Saint-Sernin, un ami, avec une bonne réputation.

Un but : réunifier les Bretons derrière l’équipe de la capitale, comme avant. En premier lieu, garder Danzé, capitaine emblématique et proche des supporters. Deuxièmement, « pratiquer une politique d’ouverture ». Et troisièmement, former des joueurs avec une plus grande culture et plus proches de Rennes. Saint-Sernin,en politique aguerri, était le mieux placé pour mener cette politique à bien.

Les étranges paroles du président sur le nom du stade abondent dans ce sens. « Stade de Bretagne » à la place de « Stade de la Route de Lorient », important aux yeux de tous les supporters. N’allons pas trop vite, le statut de l’équipe de Haute-Bretagne ne changera pas du jour au lendemain. Et le « ramdam » qui a suivi cette phrase – «Je propose stade de Bretagne, car nous avons besoin d’ancrer le Stade rennais en Bretagne… Aujourd’hui ce stade a le nom de la ville de Lorient. Vous trouvez ça normal ?» – démontre que la route est encore longue. On peut penser que Pinault veut mettre la Bretagne au centre des débats à Rennes, ou bien Rennes au centre des débats en Bretagne, notons la nuance. Il faut que la jeune génération ait la ferveur du Stade Rennais, en lieu et place du VLT (Vannetais, Léon, Trégor… Lorient, Brest, Guingamp).

Est-ce que cela portera ses fruits ? Seul l’avenir nous le dira, mais les félicitations unanimes à la suite de l’affaire M’vila/Mavinga apportent un élément de réponse. Les débuts de la présidence Saint-Sernin 2.0 furent fructueux. Que cela continue comme cela, sous les yeux attentifs des Pinault.

Le Stade Rennais mène donc une politique de bretonnisation, à quand une politique de « bretonnantisation » ?

Par Utakad

8 réflexions sur « Roazhon war-zu ar brezhonekadur… Evit gwir ? »

  1. Plijus eo lenn ur pennad brezhonek, ha skrivet mat mar plij !

    Gant titl da bennad ‘vat out aet er-maez ar park. Ne soñj ket din zo bet komzet deus lakaat muioc’h a vrezhoneg, ha ne gred ket din vo graet.

  2. Trugarez Brenn,

    An titl a zo bet ouzhpennet war-lerc’h, ha faziet warnañ… War zu ar « breizhekadur » ‘ m oa c’hoant lavarout, ha ket « brezhonekadur », aze ‘mañ an dalc’h. Ne gomz ket eus lakaat miuoc’h a vrezhoneg (rak ne soñj ket din e vo graet ken nebeud) met reiñ livioù Breizh d’ar skipailh…

  3. Salud deoc’h,
    A-du on gant Brenn pa lavar eo plijus lenn ur pennad e brezhoneg, dispar eo atav pa c’heller implijout ar yezh e metoù disheñvel kenañ (ar sport o vezañ unan anezho) !

    Menegiñ a rit ho taou ne gav ket deoc’h e vo roet muioc’h a blas d’ar brezhoneg gant Skipailh Roazhon… Ma, n’on ket barrek a-walc’h evit gellout priziañ kement-mañ.

    N’eus ket pell avat ez eus bet graet anv gant skipailh Ai’ta ! Roazhon (so. ai.ta.free.fr) mont da c’houlenn ganto ma vo lakaet war-raok ar yezh ivez. Brav eo « implijout » skeudenn Breizh ha kaout c’hoant gwriziennañ ar skipailh en ur vro, met ret eo en ober betek penn.
    Ouzhpenn-se e kav deomp ivez e vefe talvoudus evit skeudenn ar skipailh, o tiskouez ul liamm kreñvoc’h c’hoazh eget gant ar pezh a reont evit poent !

    Petra soñj deoc’h diwar-benn ar plas a c’hellfe bezañ graet evit ar yezh e skipailh Roazhon ? Daoust-ha n’eus ket peadra d’ober memestra ?

    A galon,
    Yves-Marie, evit Ai’ta ! Roazhon

  4. Salud Yves-Marie, penaos ‘mañ kont ? ‘N em anveout a reomp mat, ne larin ket dit ma idantelezh amañ met meur a oberenn hon eus bet tro d’ober asambles.

    Ar pezh a c’heller lavarout dija eo Roazhon ar skipailh Breizhad hag he deus lakaet ar muiañ ar brezhoneg en a-raok, pa keñverier gant ar pezh ‘vez (pe a zo bet) graet gant An Oriant, Brest, Gwengamp, Naoned, Gwened hag all..

    ‘N hini oa prezidant a-raok, Patrick Al Lay, ‘n oa krouet TV Breizh hag alies ‘n oa lakaet war-wel ar youl da lakaat ar brezhoneg e-kreiz an tabud (Ur skritell « Komzit brezhoneg d’ho pugale » e-pad un atersadenn gant Canal Football Club), siwazh ‘n eus ket tizhet ar pal. Roet eo bet un anv brezhonek d’al loen-arouez (Erminig), ar Bro Gozh a vez skignet a-raok pep krogad. Koulskoude, ger ebet divyezhek tro dro d’ar stad. Sur a-walc’h e oa neuze un taol bruderezh evit sioulaat youl ar stourmerien. Evel reiñ un dakenn zour d’un den o vervel gant ar sec’hed.

    An dra all a c’heller menegiñ ivez ne vez ket santet ur youl gwall greñv tro-dro d’ar skipailh evit ar brezhoneg. N’omp ‘met tri o komz (hag un deskard en hon zouez) hag unan ‘n eus dalc’het soñj eus kunujennoù mamm-gozh. Gwan. Hag alies memes vezomp goapaet (daoust ha ma ‘m eus resevet gourc’hemennoù da heul ar pennad-mañ).

    Evit echuiñ larfen dit n’eo ket gant skipailh Roazhon e teuio stourm ar brezhoneg. Skipailhoù An Oriant pe Brest a vo plaset gwelloc’h peogwir emaint e Breizh Izel, hag int skipailhoù bihanoc’h, da laret ‘n o deus gwask ebet a-berzh ar mediaoù « broadel ».

    Mes bezomp sur, skeudenn Breizh a vo gwriziennet muioc’h-muiañ, rak gwelet eo mat. Padal, ar brezhoneg, ur yezh o vont da get…

    Ken ar wech all 😉

  5. trugarez utakad
    meme si je ne parle pas le breton je tiens à te feliciter pour ton article.
    pour l’instant en effet le club est dans une bretonnisation et non dans une bretonnantisation mais cela me parait difficile tant qu’il y aura pas plus de bretonnants dans la region. Je pense que les dirigeants veulent devenir le club de la bretagne (pourquoi pas des panneaux bilingues au stade) mais sans plusieurs titres c’est difficile.
    apres je pense que le stade est avant tout le club de haute bretagne et cela on ne peut pas le changer surtout depuis la montée en puissance des autres clubs bretons. Apparemment avant, le club avait beaucoup de supporters dans toute la bretagne (1er titre d’un club breton c’est le stade qu’il a obtenu) je ne sais pas ce qu’il en est réèllement aujourd’hui. Beaucoup de supporters rennais, je pense se pose la question quelle image a le stade dans la basse bretagne. Toi utakad est la preuve que ce club draine aussi du monde en basse bretagne. Mais il est clair que le stade est le club qui draine le plus de suppoters en bretagne et donc pourquoi pas mener une politique « bretonne ». on peut se poser la question sur l’avenir du stade. C’est à dire; Soit cherchez à enrolez les meilleurs jeunes de toute parts et donc d’avoir des objectifs peut etre plus elevés (qualification pour la champions league) ou peut etre cherchez à recruter plus bretons et se forger un identité propre puisque pinault n’est pas abrahimovitch.Mais cela inclus une poltique sportive au sein du centre de formation plus cohérente. (je ne sais pas depuis les derniers changements au centre ce qu’il en est)

  6. Effectivement, je n’ai jamais habité dans la région Rennaise, mais je suis originaire de Haute-Bretagne, à Saint-Brieuc, où les gens sont partagés entre Guingamp et Rennes (cf finale 2009). C’est mon père qui m’a donné la fièvre du samedi soir Rouge-Et-Noir, lui qui vient de la pointe Bigoudène. Ce virus lui fut lui aussi transmis par son père etc. Les liesses de 65 et 71 ont beaucoup joué. Par exemple, au Guilvinec, une ville de 3000 habitants, il y avait plusieurs centaines de personnes réunis, à 250 km de la Capitale Bretonne. Le club a toujours rassemblé partout en Bretagne, jusqu’à l’émergence des autres clubs et à l’image négative qu’on en a donné dans les médias. Pinault veut retrouver cet engouement populaire. Le breton, il y est surement attaché, mais je pense pas que ça soit le projet qu’il ai pour son club… Peut-être que cela changera 😉

  7. Mat-tre Utakad ! Plijadur ‘m eus bet o lenn da bennad, e brezhoneg !

    A-du on gant Brenn : ne gred ket din e vo graet un dra bennak evit ar yezh… Skrivet ‘m eus daou lizher da Stade Rennais FC diwar-benn plas ar brezhoneg e Stad Hent an Oriant hag e Stade Rennais FC. Gortoz a ran ur respont c’hoazh…

    Salud Yves-Marie 😉

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *